Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/547

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
535
IV LEVR. — X KENTEL.

ha gant karantez ; bez’ e tle ive klask kentoc’h gloar hag enor Doue eget he zizoan he-unan. Rak ann hini a zonj gant feiz e mister ann Inkarnasion hag e c’hloasiou Jezuz, hag a zo he ene entanet gant he garantez, hen-nez a goumuni a spered hag a zigemer magadurez ann env.

7. — Ann hini n’en em laka ket e doare vad da goumunia, nemet pa zigwez tostaat eur gouel braz-bennag, pe dre ma’z eo boaz da goumunia e-kenver ann deisiou-ze, hen-nez ne vezo ket aliez e stad vad. Euruz eo ann hini en em ro a-grenn e sakrifiz da Zoue kel liez gweach ha ma tigemer sakramant sakr an Aoter.

Pa livirit ann oferen, arabad eo d’e-hoc’h mont re c’houstad na re vuan ; en em ober a dleit dioc’h ar re m’emoc’h gant-ho o veva. Arabad eo ivez e teufac’h da zieza ha da enoui ar re all ; ober a dleit evel ma ra ann holl hag evel ma rea hon tadou koz. Bez’ e tleit ivez evesaat muioc’h oc’h ar pez a zo mad d’ar re all eget ouz ho feiz hag ouz ho karantez hoc’h-unan.