nez, evit he vignouned, evit he vad-oberourien kerkouls hag evit he enebourien hag evit ar re ho deuz kasoni out-han hag a wall-gas anezhan. E-kreiz he garantez a zo ker braz ha karantez Jezuz-Krist, ar belek a bed evit kemen den a zo bet prenet gant Doue ; pidi a ra evit holl vugale ann Tad a zo enn envou hag a laka da zevel he heol war ar re vad kerkouls ha war ar re fall. O veza bet savet dre zakr ar velegiach etre ann douar hag ann env, golei a ra, kouls lavaret, ar bed holl gant he bedennou ha gant he garantez. Gwelet a ra ann den e-kreiz hent ar maro enn abek d’ar pec’hed, ha gant ar c’hoant en deuz e ve saveteet, e tigas anezhan war hent ar vuez. Ar belek a zo hevel oc’h ann Hanterour braz-meurbed ; he-man e-pad ma’z oa beo war ann douar, en deuz kinniget gant kriadennou braz ha daelou, he bedennou hag he c’houlennou d’ann hini a helle he zavetei dioc’h ar maro ; hevel eo oc’h Jezuz-Krist a zo bet selaouet he bedennou dre’nn abek d’ann doujans en doa evit he Dad. Ia, digant ann Aotrou eo e teu ar zilvidigez hag ann Aotrou eo ive en deuz lekeat burzudou he Zant da lugerni.
Beleien ann Doue beo, kinnigit d’ann Aotrou ar zakrifiz a zo dleet d’ezhan. Ho pidi a rinn, o va Doue ; klevet a reot va mouez dioc’h ar mintin. Dioc’h ar mintin
ec’h en em zavinn dira-z-hoc’h ; mont a
15**