Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/540

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
528
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



EVIT HOR C’HELENN.


Ar belek, goude beza neteet he galoun dre zakramant ar binijen, goude beza en em lekeat a-unan gant Jezuz-Krist a zo marvet evit silvidigez ann dud ; ar belek en em ginnig evit-ho hag evit-han he-unan ; en em ginnig a ra evit ma teuio ar zakrifiz m’ema o vont da ober da dalvezout d’ezhan, d’he vreudeur ha d’ar re holl a zo Jezuz-Krist he-unan en em ginniget evit-ho da Zoue war ar groaz. E-c’hiz ma’z eo hor Zalver en em ginniget evit ar belek, ével-se é fell d’ar belek en em ginnig evit he Zalver ; n’en deuz ken c’hoant nemet da veva ha da vervel evit he c’hloar. Pidi a ra Jezuz evit ma plijo gant-han devi gant tan he garantez kement tra dic’hlann a ve enn he galoun, kement tra a ve oc’h he staga ouz ann douar. Lakaat a ra, evel ma lavarfet, war ann aoter he spered, he garantez, he c’hoantegesiou ha kement a zo anezhan, evit dont da veza perc’hen gant Jezuz-Krist, perc’hen d’ar vuez hervez Doue. Ann neb en deuz ar vuez-ze ne vev mui evit-han he-unan, ne vev mui nemet evit an hini a zo maro hag a zo savet evit-han euz a varo da veo. Er stad-ze ar belek evel pa ne ve mui anezhan, hag evel pa ve gwalc’het er goad a zo o c’houlen trugarez, ar belek a bed evit he gerent--