Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/537

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
525
IV LEVR. — IX KENTEL.


3. — Na petra oufenn-me da ober ken evit va fec’hejou nemet ansav anezho, Aotrou ; nemet gouela war-n-ezho ha pidi ac’hanoc’h hep paouez da gaout truez ouz-in. Me ho ped, va Doue, selaouit ac’hanoun, bezit trugarezuz em chenver, rak bez’ emoun aman dira-z-hoc’h. Keuz braz am euz da gement pec’hed am euz great, ne fell ket d’in pec’hi mui hiviziken : gouela a rann war va fec’hejou holl ha gouela a rinn war-n-ezho hed va buez. Setu emoun e doare da ober pinijen ha da baea, keit ha ma hellinn, ar boan a zo dleet d’in evit-ho.

Distaolit diwar-n-oun, o va Doue, va holl fec’hejou evit gloar hoc’h hano santel ; saveteit va ene a zo bet prenet gant ho koad sakr. En em rei a rann a-vreman d’ho trugarez, en em lakaat a rann etre ho taouarn. Grit d’in hervez ho madelez ha ne rit ket hervez va fallagriez.

4. — Kinnig a rann d’e-hoc’h kement tra vad a zo enn-oun, daoust peger bihan ha pegen dister int ; ho c’hinnig a rann holl d’e-hoc’h evit ma teuint da greski ha da veza santeleet, evit ma teuint da blijout d’e-hoc’h, evit ma vezint