Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/538

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
526
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

kavet mad gan-e-hoc’h, evit ma teuit mui-oc’h-vui war wellaat ha ma vezint evit va c’has da eur maro mad hag euruz, petra-bennag ne d-ounn nemet ann distera hag ar paoura euz ann dud.

5. — Kinnig a rann d’e-hoc’h ivez holl c’hoantegesiou santel ann dud a zoujans Doue, ezommou va c’herent-nez, ezommou va mignouned ; ezommou va breudeur, ezommou va c’hoarezed ha re kement den a garann. Kinnig a rann ive d’e-hoc’h ezommou ann dud ho deuz great vad d’in pe d’ar re all dre garantez evid hoc’h. Me a ginnig d’e-hoc’h ezommou ar re ho deuz bet c’hoant hag ho deuz goulennet e lavarfenn pedennou pe oferennou evit ho ho-unan hag evit ho zud, pe hi a zo beo, pe hi a zo maro. Grit d’ezho holl kaout perz enn ho kras hag enn ho frealzidigez ; grit ma vezint miret dioc’h pep drouk ha dioc’h pep poan, evit ma trugarekaint ac’hanoc’h gant levenez ha gant anaoudegez-vad pa vezint eat er-meaz a boan.

6. — Kinnig a rann ive d’e-hoc’h pedennou hag hostivou a beoc’h, dreist pep tra evit ar re ho deuz gwall-c’hreat