er zakramant euz al Lezen nevez. Ar Spered-ze a zo karantez ann Tad hag ar Map, ar Spered-ze a ro nerz d’e-omp pa vezomp sempl ; rak o veza ne ouzomp ket petra a dleomp da c’houlenn evit pidi evel ma’z eo dleet, ar Spered her goulenn evid-omp gant hirvoudou, ne heller ket lavaret petra int ; hag ann hini a furch e goeled ar c’halounou a oar petra a choanta dr Spered, rak ne c’houlenn netra evit ar zent nemet hervez Doue. Hep na ouzomp petra a ra, ha dre eur c’hras ker braz na ma’z eo nerzuz, ar Spered-santel a ra d’e-omp c’hoantaat ar mad a galoun vad ; dre-z-han e teu hon ene da veza glann ha da zevel war-zu Doue ; enn-han ema hon nerz, evel m’ema hor sklerijen e Verb Doue. Pa vez Jezuz-Krist enn-omp, e vez ive ar Verb he-unan, neuze hon euz lod enn holl grasou a skuill hep paouez ar Verb hag ar Spered-santel war hor Zalver Jezuz-Krist, a zo en em c’hreat den hag a zo deuet da veza unan gan-e-omp dre ar goumunion euz he gorf hag euz he c’hoad, euz he ene hag euz a Zoue ne d-eo nemet unan gant he gorf, gant he c’hoad ha gant he ene. Enn-han ema ann holl vadou, ar skiant, ann holl denzoriou euz ar furnez hag euz ar wiziegez dreist-holl ; hag ann holl denzoriou-ze, digeri a ra anezho d’e-omp e sakramant ann Aoter ; rei a ra d’eomp dioc’h m’hon euz ezomm
Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/514
Neuz