Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/505

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
493
IV LEVR. — III KENTEL.



EVIT HOR C’HELENN.


Mar bez red d’e-omp anaout ervad e pe stad emomp araok dibri bara ann Aotrou hag eva he galir, arabad eo e pellafemp dioc’h ann daol zantel dre eunn doujans fall hag eur spount re vraz. Kaer hor bezo, ne vezimp nepred e stad vad evit kaout perz enn eur c’hras ker braz. N’euz den glann na santel dirak ann hini ne d-eo nemet santelez. E kement se, pa lavar hor Zalver d’e-omp dont, ec’h anavez peger paour ha peger dister omp. Evit hor parea hag hor c’hrevaat eo eta e lavar ken aliez d’e-omp dont d’he gavout. Deomp ’ta d’he gavout gant eur galoun izel, rak arabad eo dont daved-han evel ma’z eaz gwechall ar Farizian, den goloet ; trugarekaat Doue a rea dre ne d-oa ket hevel oc’h ar re all. Doue a gas pell diout-han gant heuz ann den a zo enn-han rogoni leiz he galoun, ann den a guz he fallagriez out-han he-unan. Deomp d’he gavout e-c’hiz ma’z eaz ar Publikan, enn eur drei hon daoulagad war-zu ann douar, enn eur skei war boull hor c’haloun hag enn eur lavaret : Aotrou, ho pezet truez ouz-in, bezit trugarezuz e-kenver ar pec’her keaz-man. Evit lavaret gwir, ez eo red d’e-omp en em lakaat a

du vad da gemeret korf ha goad Jezuz--

14**