Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/504

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
492
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

a ro ar vuez d’ann holl sperejou, c’houi a ziskenn evel Doue hag evel den, dre ho madelez, da derri he naoun da eunn ene paour.

Nag euruz eo ann ene a zo e stad vad evit digemeret ac’hanoc’h gant feiz, hag a zo karget a levenez enn eur gemeret ho korf, c’houi a zo he Aotrou hag he Zoue !

Na peger braz eo ann Aotrou a vez digemeret gant-han ! Na peger karantezuz eo ann hini a zeu enn-han ! Nag hen zo mad he zarempredi ! Na peger feal eo ar mignoun a ia enn he raok ! Na peger kaer ha pegen tener eo ar Pried a zo neuze o vriataat anezhan ! Pried a zo karet gant-han dreist kement zo hag a dle beza karet dreist kement tra a ve c’hoant da gaout.

O va Muia-Karet, ra davo dira-z-hoc’h ann env hag ann douar ha kement tra gaer a zo enn-ho, rak kement tra gaer ho deuz, a zeu d’ezho, o va Doue, euz ho madelez hag euz ho largentez-hu ; birviken ne vezint war dost hevel oc’h ho kloar, rak choui a zo ar furnez dreist pep furnez.