Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/490

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
478
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

gemeret perz er misteriou-ze, enn eur lavaret d’e-omp : Deut d’am c’havont, c’houi holl a zo er boan ha dindan ho peac’h, ha me a ziboanio ac’hanoc’h.


EVIT HOR C’HELENN.


Kement tra vraz, kaer ha santel a ioa el lezen goz ne d-oa nemet eur skeuden hep-ken euz a visteriou ann Den-Doue. David a reaz lidou braz pa zistroaz ann Arc’h da Jeruzalem. Ann Arc’h-ze, siouaz, a ioa goullo, Salver ar bed n’edo ket enn-hi. Salomon a zavaz eunn iliz vraz ha kaer-meurbed ; ann dedi anezhi a oe great dirag ar bobl holl a ioa stouet e-c’harz ann aoter ; viktimou e-leiz a oe kinniget da Zoue gant-han. Ar viktimou-ze, siouaz, na petra oant-hi ? Ne oant nemet anevaled, hag ho goad n’oa ket evit paea kemend a ioa dleet da Zoue. Ann dud a c’hortoze ho Zalver, rak lavaret oa bet e teuje d’ezho. Ha setu pa zeuaz ann amzer, setu e tigouezaz ar pez a ioa bet gwelet pell a-raok gant ar Batriarched e-pad ma vevent war ann douar. Ann hini a c’hoantae ar boblou da gaout, ar Mestr dreist holl, ann hini a zo Jehova he hano, a zeu enn he iliz, hag ar zakrifiz a drugarez, ar gwir zakrifiz a zeu e leac’h ar