Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/489

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
477
IV LEVR. — I KENTEL.

dudi ann envon ha silvidigez ann dud holl. Na pegen dall ha peger kalet eo kaloun ann den pa ne briz ket, evel ma’z eo dleet, eunn dra ker mad, dre ’n abek m’her c’haver bemdez war ann aoter !

13. — Rak ar zakramant sakr-ze, ma ne ve roet nemet enn eul leac’h ha gant eur belek hep-ken er bed, pegemend a vall n’ho defe ket ann dud da redek d’al leac’h-ze ha da vont da gaout belek Doue, evit gwelet anezhan pa lavar ann oferen zantel ?

Breman avad ez euz kalz a veleien, hag e meur a leac’h Jezuz-Krist a ziskenn war ann aoter ; enn eur ober evel-se Doue a zo bet falvezet d’ezhan e ve easoc’h d’ann holl dud kemeret he gorf sakr, evit rei d’e-omp skleroc’h da anaout peger braz eo he c’hras hag he garantez enn hor c’henver.

Ni, tud paour ma’z omp ; ni, tud divroet er bed-man, ni a drugareka ac’hanoc’h, o va Jezuz c’houi a zo mad, pastor ann eneou a viskoaz da viken, o veza ma’z eo bet plijet gan-e-hoc’h rei d’e-omp da vagadurez ho korf hag ho koad,

ha ma hoc’h euz hor pedet da zont da

14*