Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
I LEVR. — XIII KENTEL.


Pep-hini ac’hanomp a dle eta beza war evez e-kenver he wall-ioulou ha pedi Doue bepred, gant aoun na rofe tu d’ann drouk-spered da lakaat anezhan da fazia. Ann aerouant, m’hen argarz, ann aerouant ne zerr lagad, dihun ema bepred, ne ra nemet redek tu-ma tu-hont, o klask ann dro da zispenn unan-bennag.

N’euz den ker fur ha ker santel, na vez enkrezet a-wechou gant ann temptasionou ; ha ne oufemp ket beza kuit a-grenn diout-ho.

2. — Koulskoude ez eo talvoudek-braz d’ann den beza reustlet gant ann temptasionou, peger poaniuz ha pegen diez-bennag eo d’ezhan enebi out-ho ; rak dre-z-ho e teu ann den d’en em izelaat ha da veza glann ; dre-z-ho e teu he spered da veza sklereet.

Ann holl zent a zo bet stardet aliez gant ann temptasionou hag ho deuz lekeat anezho da dalvezout Ar re a-vad a zo bet trec’het gant ho gwall-ioulou, ar re-ze ho deuz pec’het hag a zo en em gollet, siouaz dezho. N’euz stad e-bed ker santel, n’euz leac’h ken distro ne gaver

enn-ho temptasionou ha poaniou.

2