Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Krist. Neuze ivez e teu da welet ne heller kaout war ann douar na gwir fisians na gwir beoc’h e bed.


EVIT HOR C’HELENN.


Na petra dal ann den ? Ann den he-unan ne oar se nemet pa stag ann enkrez hag ar boan out-han. Ann hini en deuz pep tra dioc’h he c’hoant, a lez he ene da voredi, siouaz d’ezhan. Pa zihuno, Doue a lavaro d’ezhan : N’ankounac’hait ket hoc’h euz bet ho madou war ann douar.

Er bed-man ar poaniou a zeu euz a garantez Doue : mad int da greski hor feiz ; ober a reont d’e-omp talvezout muioc’h dirak Doue, o lakaat ac’hanomp hevel oc’h Jezuz-Krist. Red e oa da Jezuz-Krist gouzanv, eme ann Aviel, ha mont d’he c’hloar dre hent ar poaniou.




TRIZEKVED KENTEL.


Evit derc’hel penn oc’h ann temptasionou.


1. — Keit ha ma vezimp er bed-ma, ne oufemp morse beza heb enkrez. Rak-se Job a lavar : Buez ann den war ann douar a zo eur brezel hep paouez.