ec’h hellfenn-me ho tigemeret em c’haloun, goude m’am euz gwall-c’hreat ken aliez o pec’hi enn ho kenver, Tad trugarezuz-meurbed ?
Ann Elez hag ann Arc’helez a zouj ac’hanoc’h, ar Zent hag ar re euruz a gren dira-z-hoc’h, ha koulskoude e livirit : Deut holl d’am c’havout. Piou a ve evit kredi e ve gwir kement-se, o va Doue, ma na vije ket bet lavaret gan-e-hoc’h hoc’h-unan ? Piou a gredfe tostaat ouz-hoc’h, anez ma ve dre ho kourc’hemenn ?
4. — Noe, den fur ha mad a bep hent, goude poania e-pad kant vloaz, en deuz savet eunn arc’h evit en em zavetei gant nebeud a dud. Ha me, penaoz ec’h hellfenn-me, goude eunn tammik labour, en em lakaat e doare vad da zigemeret, evel ma’z eo dleet, ann hini en deuz krouet ar bed ?
Moizez, ho servicher braz hag ho mignoun ker, en deuz great eunn arc’h gant koat ne helle ket mont da vreina, hag en deuz he livet gant ann aour ar c’haera, hag enn arc’h-ze en deuz lekeat ann diou Daolen euz al lezen. Ha me ne d-ounn