Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/483

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
471
IV LEVR. — I KENTEL.

nemet breinadurez, penaoz e kredfenn-me ho tigemeret-hu, goude ken nebeud a boan, c’houi hoc’h euz great al Lezen, c’houi hoc’h euz roet ar vuez ?

Salomon, ar fura e-touez rouanez Israel, goude labourat e-pad seiz vioaz, en deuz savet eunn iliz gaer-meurbed evit enori hoc’h hano santel ; goude eiz dervez goel en deuz sakret anezhi ; great en deuz kalz a zakrifisou a beoc’h ha lekeat en deuz ann arc’h santel gant lid braz el leac’h a ioa bet great evit-hi, oc’h son ann trompillou, hag ann holl dud o kana gant levenez. Ha me, den reuzeudik ma’z ounn, me ar paoura e-touez ann holl, penaoz ec’h hellfenn-me ho tigemeret em c’haloun, rak ne hellann, nemet dre boan, en em rei gant feiz d’am fedennou e-pad eunn hanter heur hep-ken ! Nag euruz e venn-me ma hellfenn lakaat da dalvout, na pa ve nemet eur weach hep-ken, eunn amzer berroc’h c’hoaz !

5. — O va Doue, na peger kalet eo ar boan ho deuz bet ann dud santel-se evit dont da blijout d’e-hoc’h ! Ar pez a rann-me, siouaz, a zo nebeud a dra. Na