Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/468

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
456
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ket da veza hevel oc’h bugale vihan, ne d-eot ket da rouantelez ann envou. Ann hini eta en em izelaio evel ar bugel bihan-man, hen-nez a vezo ar brasa e rouantelez ann envou.

10. — Gwaz a ze d’ar re a zo fae gaot-ho en em izelaat a galoun vad ; rak, o veza ma’z eo izel dor ar baaradoz, ne hellint ket mont ebarz.

Gwaz a ze ive d’ar re binvidik ho deuz er bed-man pep tra dioc’h ho c’hoant ; rak e-pad ma’z aio ar re baour e rouantelez Doue, hi a choumo er-meaz enn eur grial fors. En em laouenait, c’houi tud a zo izel ho kaloun ; tridit gant levenez, c’houi tud paour, rak rouantelez Doue a zo d’e-hoc’h, gant ma heuliot hent ar wirionez.


EVIT HOR C’HELENN.


Eunn druez eo e ve ann dud ken douget da glask gouzout traou ne dalvezont netra, hep sonjal a veac’h er gwirionesiou brasa. Bez’ e fell d’ezho gouzout pep tra, nemet ann dra hep-ken a zo red da c’houzout. Karet a reont ober traou n’euz nemet da goll gant-ho peurjiesa, pe diana traou n’int mad da netra evit ar zilvi-