Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/464

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
452
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hini bihan kerkouls hag ann hini braz. Dre-ze, ann neb a ra fae war eur zant, hen-nez a ra fae war-n-onn va-unan ha war ann holl Zent a zo enn env. Dre ar garantez stard a zo etre-z-ho, ann holl Zent e rouantelez ann env a zo evel pa ne vent nemet unan ; ho menosiou ne d-int nemet eunn hevelep menoz, ne fell d’ezho nemet ann hevelep tra hag enn-onn-me ec’h en em garont holl.

5. — Oc’h-penn zo, va c’haret-me a reont muioc’h eget-ho ho-unan ha mui eget pep tra vad a zo enn-ho. Rak o veza ma’z int savet dreist-ho ho-unan ha ma’z int distag dioc’h pep karantez evit-ho ho-unan, ez int evel beuzet er garantez ho deuz evid-oun, hag e kavont ar peoc’h enn-hi. Neuz netra evit ho distrei dioc’h va c’harantez, n’euz netra evit disteraat ar garantez ho deuz evid-oun, o veza ma’z int leun euz a wirionez Doue ha ma’z int entanet gant tan eur garantez ne hell ket dont da ienaat.

Arabad eo eta d’ann dud, o veza ma’z int douget d’ann drouk evel anevaled, arabad eo d’ezho prezek diwar-benn stad ar Zent, rak ne d-int evit karet nemet ar