Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/457

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
445
III LEVR. — LVII KENTEL.

d’e-hoc’h, ha ne vezo ket ann diveza ken-nebeut, mar bez hirr ho puez. Neiz a-walc’h hoc’h euz pa ne zigouez gan-e-hoc’h droug e-bed ; oc’h-penn zo, rei a rit aliou mad d’ar re all ha gouzout a rit ive rei nerz d’ezho dre ho komziou. Pegen dishevel oc’h-hu kerkent ha ma teu a-dreuz-hent enn hoc’h enep ann distera enebiez ; neuze ez a da netra ho nerz, ha ne ouzoc’h e pe du trei.

Anavezit peger braz eo ho sempladurez ; aliez-aliez hoc’h euz desket kement-se diwar ho koust enn traou distera a zo c’hoarvezet gan-e-hoc’h. Ha koulskoude, evit ho silvidigez eo e c’hoarvez gan-e-hoc’h ann traou-ze ha re all evel-d-ho.

2. — Pellait diouz ho kaloun, gwella mac’h hellot, ar sonj euz ann traou-ze a ra poan d’e-hoc’h ; ha mar teuont da steki enn-hoc’h, n’en em zigalounekait ket, n’em em nec’hit ket pell amzer. Ma n’oc’h ket evit ho gouzanv gant levenez, diana gouzanvit anezho hep klemm. Mar hoc’h euz poan o klevet traou er c’hiz-ze, mar d-a drouk enn-hoc’h, gwaskit war-n-hoc’h hoc’h-unan ha diwallit na’z afe