ar re ho devezo great fae war ar groaz, stad ar re a vezo en em glasket ho-unan : Gant-han enn he zourn eunn hanaf zo gwin kemmesket ebarz, Doue a skuill anezhan tu-man tu-hont, hag ar vestl a ziver hep paouez, hag holl bec’herien ann douar a evo anezhi.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, ann den a oar gouzanv hep klemm hag a zo he galoun izel e kreiz ar poaniou, hen-nez a blij muioc’h d’in eget ann hini a zo leun a frealzidigez hag a zoujans Doue e-kreiz al levenez. Perak en em nec’hit-hu pa vez great pe lavaret enn hoc’h enep eunn dra zister-bennag ? Ha pa ve lavaret pe great gwasoc’h tra c’hoaz, ne dlefac’h ket beza divarc’het tamm e-bed. Ankounac’hait ann holl draou-ze.
Ne d-eo ket se eunn dra nevez, ne d-eo ket ar c’henta rebech a zo bet great