Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/444

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
432
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

zilez a-grenn morse ar bec’herien ar re vrasa. Na petra zeuio da veza hon ene paour goude stourm er c’hiz-ze ? Na pegement ne dlefe ket krena gant aoun rak ar pez a zeuio da heul ar brezel-ze ? Dre’n abek-ze eo, eme sant Paol, e klemm pep den evel a rafe eur c’hreg a ve o vont da wilioudi. Ha ni ivez, ni hon euz bet ar frouez kenta euz ar spered, ni a hirvoud enn-omp hon-unan, enn eur c’hortoz ma vezimp great bugale da Zoue ha ma vezimp distaget dioc’h ar c’horf-man.

Eurusa deiz ! Peur e teuio da c’houlaoui ? Peur hon devezo-ni ar garantez a bado da viken hag ar peoc’h dudiuz a zeu war he lerc’h ? C’hoant am euz bet e teufe va c’horf da vreina, evit ma vezinn gant Jezuz-Krist. Va ene en deuz sec’hed euz ann Doue kre, euz ann Doue beo. Peur ez inn-me, peur e vezinn-me dirak Doue ?




PEMPED KENTEL HAG HANTER-KANT.


Pegen direiz eo ann den ha peger braz eo nerz ar c’hras.


1. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, c’houi hoc’h euz krouet ac’hanoun dioc’h ho skeuden ha dioc’h hoc’h heve-