Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/443

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
431
III LEVR. — LIV KENTEL.

anavezer e gwirionez ar re a zo karet gant Doue hag ar re a dle beza salvet da viken. Ar c’hras-ze eo a zao kaloun ann den diwar draou ann douk war-zu traou ann env ; dre-z-hi ann den a ioa stag oc’h c’hoantegesiou ar c’hik, a zeu buhan da veza distag a-grenn diout-ho.

Seul vui eta e vez ar c’hik gwasket ha trec’het, seul vui a ze e teu puilloc’h ar c’hras e kaloun ann den ; ha dre ar grasou nevez-se, ann den a ia bemdez war wellaat hervez lezen Doue.


EVIT HOR C’HELENN.


Hervez kelennadurez ann Abostol braz sant Paol, ez euz enn-omp diou lezenn a stourm ann eil oc’h eben : lezen ar c’hik a zalc’h ac’hanomp e sujedigez ar pec’hed, ha lezen ar spered a zalc’h ac’hanomp er mad dre nerz ar c’hras hon euz bet digant Jezuz-Krist. O veza ma’z eo hor c’haloun stag peb eil tro oc’h ar c’hik hag oc’h ar spered a zo bepred oc’h enebi ann eil oc’h egile, evel-se ni zo douget peb eil tro da ober ar mad pe ann drouk, da garet Doue pe ar bed. Ni a zo kaset etrezek ar c’hik gant ann drouk-ioulou a glask hep paouez touella ar re zantela : tennet omp war-zu ar spered gant ar c’hras ne