doujet ; ar c’hras avad a anavez ez eo da Zoue pep gloar ha peb enor.
6.— Ann den en deuz aoun da veza disprizet ha goloet a vez ; ar c’hras enn enep a c’houzanv a galoun vad pep dismegans evit Jezuz-Krist.
7. — Ann den a gar beza dilabour hag ehana ; ar c’hras avad ne oufe beza vak war-ezhi ; staga a ra kalounek gant al labour.
8. — Ann den a glask dastum ar pez a zo mad ha kaer da welet, kasaat a ra ar pez a zo iskiz ha digompez ; ar c’hras avad a gar ann traou ar re zistera, ne ra fae e-bed war ar pez a zo diez da c’houzanv, n’en em nec’h ket mar bez red en em wiska gant tammou koz dillad fall.
9. — Ann den ne zell ken nemet hoc’h madou ar bed-man, en em laouenaat pe en em nec’hi a ra pa zeu da c’hounid pe da goll eunn dra-bennag, hag evit eunn drouk-komz ann distera, ez a drouk enn-han. Ar c’hras ne choanta nemet ann traou ne dremenont ket, ne zell tamm oc’h ann traou a ia gant ann amzer, ne ra van e-bed evit koll anezho, hag ar c’homziou trenka ne d-int ket evit he