Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/437

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
425
III LEVR. — LIV KENTEL.

c’het a ra dioc’h kement zo drouk da welet, ne glask touella den e-bed, ober a ra pep tra evit Doue hep-ken, lakaat a ra he holl fisians e Doue, o veza ne denn nemet war-zu enn-han.

3. — Ann den ne fell ket d’ezhan mervel, na beza gwall-gaset, trec’het, izeleet ; ne fell ket d’ezhan plega a galoun vad da nep tra. Gant ar c’hras avad, ann den a laka he boan da drec’hi he wall-ioulou, da ober penn d’ar c’hik ; karet a ra plega ha beza trec’het ; ne fell tamm d’ezhan beza e frankiz, gwell eo gant-han suja. Morse ne c’hoanta sevel dreist ar re all, ne c’hoanta nemet beza e lezen Doue, en em zerc’hel ha beva enn-hi. Ema bepred e doare vad da blega izel hag a galoun vad da gement den a zo, dre garantez evit Doue.

4. — Ann den hep ar c’hras a labour evit he vad he-unan hag a zell oc’h petra a c’hounid dioc’h ar re all. Ann den a zo ar c’hras enn-han a zell pisoc’h oc’h ar pez a zo talvoudek d’ar re all eget oc’h ar pez a zo mad ha talvoudek evit-han he-unan.

5. — Ann den a gar beza enoret ha

12***