frealzidigesiou ann dud. Mar fell d’e-hoc’h eta kaout ar c’hras, ez eo red e pellafac’h diouz-hoc’h kement tra a vir out-hi da zont daved-hoc’h.
En em dennit enn eul leac’h distro, ra vezo eunn dudi evid-hoc’h choum eno hoc’h-unan ; na glaskit ket diviz gant den e-bed, kentoc’h e tleit pidi Doue gant feiz evit ma kendalc’ho ar gwir c’hlac’har enn ho kaloun ha ma vezo neat ho koustians.
Na rit stad e-bed euz ar bed, gwell eo d’e-hoc’h en em rei holl da Zoue, rak ne oufac’h en em rei d’in hag ive da draou ann douar a dremen buan. Red eo d’e-hoc’h mont-kuit dioc’h ho kerent ha dioc’h ho prasa mignouned ha dioc’h ann dud a zarempredit ; red eo d’e-hoc’h dioueret pep frealzidigez a berz ann dud.
Ann Abostol euruz Sant Per a lavar d’ar re a zo feal da Jezuz-Krist, beva er bed-man e-c’hiz ma vent tremenidi ha divroidi.
2. — Na peger braz e vezo fisians ann den a zo o vont da vervel, ma n’eo ket he galoun stag oc’h netra er bed ! Pa