Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/431

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
419
III LEVR. — LIII KENTEL.

d-eo holl dudiou ar bed ? Ac’hanomp on-unan, pec’herien ma’z omp, n’hon euz gounezet netra nemet ar c’hastiz ; perak eta e falvezfe d’e-omp kaout a-vreman hon lod enn euruzded ann env ?

Meulomp eta trugarez ann Aotrou Doue a zigas d’e-omp poaniou er vuez-man evit hor miret dioc’h poaniou ar vuez all a bado da viken. Meulomp Doue, rak e-pad ma vevomp n’en deuz sonj euz ar pez a dleomp d’ezhan, nemet evit he ankounac’haat divezatoc’h da viken. Diskouezomp d’ezhan hon anaoudegez-vad, ha leveromp d’ezhan gant karantez ha gant eur gwir c’hlac’har enn hor c’haloun : O va Doue, gwalc’hit mui-oc’h-vui va ene, n’euz nemet fallagriez enn-han ; grit ma vezo glann a bep pec’hed, rak anaout a rann va fallagriez, ha va fec’hejou a zo bepred dirak va daoulagad.




TREDE KENTEL HAG HANTER-KANT.


Doue ne ro ket he c’hrasou d’ar re a zo ho c’haloun stag oc’h traou ann douar.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, va gras-me a dal kalz a dra ; ne fell ket d’ezhi e ve luziet gant traou ar bed na gant