Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
I LEVR. — XI KENTEL.

techou fall ; n’omp ket birvidik da vont bemdez araok enn hent hor zilvidigez. Dre-ze, siouaz, ez omp bepred ien ha klouar.

3. — Ma vemp-ni maro a-grenn d’e-omp hon-unan, ma ve hon ene distag a-grenn dioc’h traou ar bed, ec’h hellfemp saouri traou ann env, hag anaout peger mad eo sevel hon ene war-zu Doue.

Muia tra a noaz ouz-omp eo dre ma sentomp oc’h hor gwall-ioulou hag oc’h hon techou fall, ha dre ma’z omp digaloun da gerzet dre hent ar zent. Pa zigwez gan-e-omp ann distera poan, rak-tal e fallaomp, hag e troomp oc’h ann dud evit en em zic’hlac’hari.

4. — Ma lakafemp hor poan da stourm evel tud kalounek, neuze e welfemp hep mar e-bed dourn Doue o tont euz ann env d’hor skoazia. Rak Doue a ro bepred nerz ha kaloun d’ar re a zalc’h penn oc’h ho gwall-ioulou hag ho deuz fisians enn he c’hras : evit hor lakaat da veza treach eo e laka ac’hanomp da stourm.

Ne bado ket pell amzer hor c’harantez ouz Doue, mar kav d’e-omp ema ar santela stad a vuez o viret ann traou a-zia-