Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



UNNEKVED KENTEL.


Evit kaoud peoc’h ann ene ha mont war gresk er furnez.


1. — Braz e ve peoc’h hon ene ma ne garfemp ket gouzout ar pez a ra hag a lavar ar re all ; ne zell ket ann traou-ze ouz-omp. Penaoz ec’h hellfe beva pell e peoc’h ann hini a zo luiet gant traou ar re all, pe ann hini a glask trei he spered oc’h ann traou a-ziaveaz, ha ne zistro dibaot pe nemeur enn-han he-unan ? Euruz eo ar re a zo eeun ho spered ; braz e vezo ho feoc’h !

2. — Penaoz eo deuet lod euz ar zent da veza ker santel ha da drei ho c’haloun war-zu traou ann env ? O poania stard evit plega ho gwall-ioulou. Evel-se eo int deuet d’en em rei da Zoue enn-holl-d’ann-holl, ha d’en em zistaga dioc’h pep tra evit ober ho zilvidigez.

Evid-omp-ni hon euz re a labour gant hon techou fall ; re a boan a gemeromp gant traou ar bed. Dibaot eo d’e-omp trec’hi a-grenn unan hep-ken euz hon