Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/426

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
414
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

karget a levenez, hag e lavar : na peger mad eo dce-omp beza aman ! A-benn nemeur, siouaz, e teu ar boan, red eo diskenn diwar menez Thabor ha kerzet enn hent euz ar groaz.

Euruz eo ann hini a oar choum e peoc’h, hep klemm hag heb en em zigalounekaat, pa vez dilezet hag enkrezet, pa vez he ene er zec’hor. Euruz eo ann ene a zo feal da Jezuz o vervel war ar groaz, hag a ia kalounek war he lerc’h war venez Kalvar ; euruz eo ann ene a zo azezet oc’h taol e-kichen he Bried hag a c’hoanta kaout he lod enn he boaniou, enn eur lavaret evel ann Abostol : ha ni ivez, deomp ha marvomp gant-han.




EIL GENTEL HAG HANTER-KANT.


Ann den ne dle ket kredi e ve e stad vad da gaont frealz digant Doue ; kentoc’h e tle kredi ez eo da veza Kastizet.


1. — Ann ene mad. — N’euz netra enn-oun, o va Doue, hag a ve mad da gaout frealz digan-e-hoc’h, netra a gemend a ve mad d’ho lakaat da ziskenn em ene. Dre-ze ez oc’h eeun ha leal em c’henver,