Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/425

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
413
III LEVR. — LI KENTEL.

rei gant eur galoun izel da labouriou ar c’horf hag en em ziskuiza oc’h ober mad-oberiou. Mad eo d’e-hoc’h gortoz gant fisians ma teuinn euz ann env daved-hoc’h ; mad eo d’e-hoc’h gouzanv hep klemm, endra m’emoc’h war ann douar, ar zec’hor a zo enn ho kaloun, ken na zeuinn adarre d’ho kwelet ha da denna peb anken diwar-n-hoc’h.

Rak dre-z-oun, va map, ec’h ankounac’haot ho poaniou hag ho pezo peoc’h ann ene. Digeri frank a rinn d’e-hoc’h dor ar Skritur sakr, evit mac’h hellot a-neuze redek gant karantez enn hent euz va gourc’hemennou enn eur lavaret : Poaniou ar vuez-man ne d-int netra e-skoaz gloar ar vuez da zont a vezo roet d’e-omp.


EVIT HOR C’HELENN.


Trei hon ene war-zu Doue hag he garet, trei adarre hon ene etrezek enn-han hag he garet a nevez, setu aze ar Baradoz. Er bed-man, ann ene a zeu a-wechou da gaout ar gwir levenez ho deuz ar re euruz enn env. Neuze ann ene a zao. dreist-han he-unan, neuze ez eo birvidik holl ha