Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/411

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
399
III LEVR. — XLIX KENTEL.

hoc’h-hu avad den e-bed ne gredo ez oc’h mad da netra. Aliez a weach e viot nec’het gant kement-se ; evelato e vezo talvoudek-braz evid-hoc’h gouzanv ann traou-ze holl hep klemm. Er c’hiz-ze eo hag e meur a c’hiz all c’hoaz ez eo boaz ann Aotrou Doue da welet, hag he zervicherien vad a oar en em zilezel ho-unan hag en em drec’hi e pep tra

Nep tro e-bed n’ho pezo brasoc’h ezomm da vervel d’e-hoc’h hoc’h-unan, eget pa vezo red d’e-hoc’h gwelet ha gouzanv ar pez a zo a-enep ho c’hoant ; dreist-holl pa vez gourc’hemennet d’e-hoc’h ober traou ne zereont ket ouz-hoc’h ha traou ne dalvezont netra d’e-hoc’h, war ho menoz. Hag o veza ma’z oc’h, dre ho stad, dalc’het da zenti oc’h eur mestr ; o veza ne gredit ket derc’hel penn oc’h ann hini en deuz da welet war-n-hoc’h, dre’n abek-ze eo ez eo diez d’e-hoc’h ober dioc’h ma fell d’eunn all, heb ober netra a gemend a fellfe d’e-hoc’h ober.

6. — Sonjit, va map, er madou a zeuio war-lerc’h al labouriou-ze ; sonjit ne vezo ket hirr ho poaniou diwar-vre-