Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
398
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Frealzidigez ann env a vezo roet d’e-hoc’h a-wechou ; koulskoude ar frealzidigez-ze ne vezo ket founnuz a-walc’h evit n’ho pe ezomm a netra enn he goude. Kemerit nerz ha kaloun evit mac’h hellot ober ha gouzanv ar pez ne gar ket ann dud da ober ha da c’houzanv. Red eo d’e-hoc’h en em wiska euz ann den nevez. red eo e vec’h eunn den all.

Red eo d’e-hoc’h ober aliez ar pez ne garfec’h tamm, ha dilezel ar pez ho pe c’hoant da ober. D’ar re all e teuio pep tra da vad, hervez ho c’hoant ; hag e-touez ann traou ho pezo c’houi c’hoant anezho, netra e-bed ne zeuio d’e-hoc’h da vad. Selaouet e vezo ar pez a lavar ar re all ; euz ar pez a leverot-hu avad ne vezo great van e-bed. Roet e vezo d’ar re all ar pez a c’houlennint ; evid-hoc’h-hu avad, kaer ho pezo goulenn, n’ho pezo netra e-bed.

5. — Ar re all a vezo hano anezho e-touez ann dud ha meulet e vezint gant-ho ; ac’hanoc’h-hu avad ne vezo klevet hano e-bed. Fisians a vezo er re all evit ober ann dra-man-dra ; evid--