ann den ha pegen douget eo d’ann drouk. Bezit va holl nerz ha va holl fisians, rak ne d-eo ket a-walc’h d’in e ve va c’houstians direbech. C’houi a anavez ar pez ne anavezann ket, dre-ze ez eo red d’in en em izelaat, pa gaver abek enn-oun, hag e rankann gouzanv a galoun vad kement tra a damaller d’in.
Grit trugarez d’in, o va Doue, evit ken aliez a weach n’am euz ket great er c’hiz-ze. Plijet gan-e-hoc’h rei d’in a nevez ar c’hras, evit mac’h hellinn gouzanv kalounekoc’h eget n’am euz great betek ann deiz hirio. Hag evit gwir, evit m’am bezo trugarez digan-e-hoc’h, ez eo talvoudekoc’h d’in kaout ho krasou stank eget na d-eo kaout fisians e testeni va c’houstians, rak ne anavezann ket anezhi.
Petra-bennag na rebech va c’houstians netra d’in, koulskoude ne d-ounn ket dibec’h evit se, rak den e-bed ne hello en em zidamall dira-z-hoc’h, ma ne vez ket ho trugarez gant-han.