Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/394

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
382
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



EVIT HOR C’HELENN.


Bez’ e viot euruz pa viot drouk-pedet, pa viot gwall-gaset, pa viot drouk-prezeget e gaou. En em laouenait neuze, tridit gant levenez, rak ho tigoll a vezo braz enn envou.

Evid-omp da glevet kement-se, na, ped gweach evelato ne vezomp-ni ket enkrezet gant komziou ann dud ha gant ho barnedigesiou ? N’omp ket evit gouzanv e vemp izeleet ; bez’ e fell d’e-omp beza meulet koustet pe gousto ; bez’ e fell d’e-omp e ve great stad ac’hanomp. Dallet omp o veza ma c’hoantaomp kaout brud vad, hag ec’h ankounac’haomp Doue hag he c’hourc’hemennou hag ive ann holl vadou a roio ; hervez a lavar, d’ar re a vezo izel ho c’haloun. Setu petra a zigas ar stambouc’h a zao e diabarz hor c’haloun. Na petra ra se d’e-hoc’h beza drouk-prezeget, beza tamallet e gaou gant ann dud ? Perak hoc’h euz-hu kemend all a boan hag a zrouk evit se ? Hag aoun hoc’h euz-hu na dennfac’h war-n-hoc’h grasou re stank ? E gaou eo ez oc’h tamallet ; ha gwell e ve gan-e-hoc’h e vec’h tamallet gant gwir abek ? Ma n’hoc’h euz ket great ar pez zo tamallet d’e-hoc’h, nag a draou fall hoc’h euz great ha n’euz hano e-bed anezho ? Diskennit e diabarz hoc’h ene, hag e klevot eur vouez o sevel enn hoc’h