Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/390

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
378
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

gouzanv a-wechou komziou trenk, pa n’oc’h ket c’hoaz evit gouzanv enkresiou braz.

Na perak hoc’h euz-hu kalounad evit ken nebeud a dra ? Ha ne d-eo ket o veza ma’z oc’h c’hoaz douget da blijaduresiou ar c’hik, hag o veza ma rit stad euz ann dud muioc’h eget na dlefac’h da ober. Rak gant aoun na vec’h disprlzet, eo ne fell ket d’e-hoc’h beza tamallet enn abek d’ho puez direiz,ha neuze e klaskit ho tigarez evit he golei.

2. — Sellit ouz-hoc’h hoc’h-unan gant muioc’h a evez, hag e welot ervad e vev c’hoaz ar bed enn-hoc’h hag e klaskit c’hoaz plijout d’ann dud. Rak dre’n abek m’hoc’h euz poan pa vezit izeleet ha disprizet evit ho faziou, dre-ze e tiskouezit ne d-eo ket ho kaloun izel e gwirionez na maro d’ar bed, hag ivez ne d-eo ket maro ar bed evid-hoc’h. Selaouit va c’homziou, va map, ha neuze ne viot tamm e poan gant holl gomziou ann dud.

Ha pa vec’h drouk-prezeget kement ha ma hell drouk-prezek fallagriez ann dud, pe c’haou a hellfe ho c’homziou da ober d’e-hoc’h mar karfac’h lezel anezho