mou, o sec’hi ho daelou, ker karantezuz oc’h. C’houi a ro skoaz d’ann hini a zo disprizet gant ann dud, d’ann den paour a reer fae anezhan ; c’houi, o va Doue, a ro skoaz d’ezhan pa vez gourvezet war he wele e-kreiz he boaniou, hag ho taouarn eo a fich he wele d’ezhan, evit mac’h hello kaout didorr d’he boaniou. Ha goude, pa vez peur-c’hreat gant ann den he bez-labour er vuez-man, neuze war-dro ann abardaez, e roit d’ezhan ar peoc’h a bado da viken.
1. — Jezuz-Krist. — Va map, dalc’hit mad d’in ha likit ho fisians enn-oun. Na petra eo komziou ann dud, nemet komziou a ia gant ann avel, heb ober gaou oc’h mean e-bed ? Mar d-euz enn-hoc’h abek da damall, sonjit e tleit c’hoantaat mont war well. Ma n’euz abek e-bed enn-hoc’h, sonjit e tleit gouzanv a galoun vad ar boan-ze evit Doue. Nebeuta tra a oufac’h-hu da ober eo