Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/385

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
373
III LEVR. — XLIV GENTEL.

anaout a-raok ann holl boaniou a zo o vont da c’hoarvezout ? Piou a hell en em viret diout-ho ? Mar bezomp gloazet aliez gant ar poaniou a ouiemp a dlie c’hoarvezout gan-e-omp, penaoz ne vemp-ni ket gloazet gant ar re a c’hoarvez pa vezomp nebeuta war evez ?

Na perak, den reuzeudik ma’z ounn, n’am euz-me ket taolet muioc’h a evez ? Perak em euz-me kredet ker buhan ar re all ? Ni zo ganet, siouaz, euz a wenn ann dud, ni zo tud bresk ha sempl ha netra ken, petra-bennag ez euz hiniennou a gred hag a lavar ez omp elez.

E piou em bezo-me fisians, Aotrou ? E piou nemet enn-hoc’h-hu ? C’houi a zo ar wirionez, c’houi n’oc’h ket evit hor lakaat da fazia nag evit beza lekeat da fazia hoc’h-unan. Pep den avad a zo gaouiad, sempl ha dinerz, bresk hag edro dreist pep tra enn he gomziou ; dre’n abek-ze e tleer a veac’h kredi d’ezhan da genta, petra-bennag e ve kavet gwir ar pez a lavar.

4.— Na fur oa ho kelenn pa hoc’h euz lavaret ez oa red en em ziwall dioc’h ann dud, rak enn he di he--