2 — Piou eo ann den en deuz kemend a aked hag a evez evit en em viret, e pep tra, dioc’h ann traou a-ziaveaz, ken na ve gweach e-bed na touellet nag enkrezet gant netra ? Ann hini avad, Aotrou, a zo he fisians enn-hoc’h hag a glask ac’hanoc’h gant eur galoun eeun, hen-nez na gouezo ket ken eaz.
Mar teu he-man da gaout enkrez, mar d-ema e poan, n’euz fors peger braz-bennag e ve, c’houi ne zaleit ket da ziboania ha da frealzi anezhan, o veza na zilezit ket ar re ho deuz fisians enn-hoc’h beteg ann deiz diveza.
Dibaot eo kavout eur mignoun mad ha na bella ket diouz he vignoun pa stag ar boan out-han. C’houi hep-ken, o va Doue, a zo feal-meurbed e peb amzer ; n’euz mignoun all e-bed evel-d-hoc’h.
3. — Na peger fur oa santez Agatha pa lavare : Va ene a zo harp ha diazezet e Jezuz-Krist.
Ma venn-me er stad-ze, ne venn ket nec’het ken eaz gant aoun rak ann dud, ne venn ket ker kizidik pa vezann flemmet gant teodadou ann dud. Piou a hel