Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/366

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
354
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

pep fisians e nerz ho kras-hu, o va Doue, hag en em laouenaat enn abek d’ar frealzidigez a rofac’h d’in a nevez.

4. — Ho trugarekaat a rann, o va Doue ; digan-e-hoc’h e teu pep tra hag ive kement tra vad a c’hoarvez gan-en. Evid-oun-me ne d-ounn netra dira-z-hoc’h, ne d-ounn nemet distervez, den sempl hag edro ma’z ounn ! Evit petra eta e teufenn-me d’en em veuli ? Perak e klaskfenn-me kaout brud vad ? Hag o veza n’ounn netra e-bed eo ? Truez eo ac’hanomp, siouaz !

Gloar ar bed a zo eur gwall vosen e gwirionez hag eunn dra c’houllo-meurbed, o veza ma pella ac’hanomp dioc’h ar gwir c’hloar ha ma kas gras Doue da netra. Rak kerkent ha m’en em blij ann den enn-han he-unan, e teu da zisplijout d’e-hoc’h, o va Doue ; kerkent ha ma c’hoanta beza meulet gant ann dud, e teu da goll ar gwir furnez.

5. — O va Doue, ar gwir c’hloar hag al levenez santel euz ann ene n’ema ket oc’h en em veuli enn-omp hon-unan ; o lakaat hon holl c’hloar enn-hoc’h eo ema ; n’ema ket oc’h en em laouenaat