Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
349
III LEVR. — XXXIX KENTEL.

zigaso anezho da vad. Gortozit va gourc’hemenn enn ho kenver, hag e welot pe vad a zeuio d’e-hoc’h ac’hano

2. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, lakaat a rann a galoun vad pep tra etre ho taouarn, rak n’ounn ket ac’hanoun va-unan evit mont war gresk er mad. A-ioul ec’h hellfenn-me beza dibreder e-kenver ann traou a dle c’hoarvezout, a-ioul ec’h hellfenn en em rei hep dale pell d’ar pez a blij gan-e-hoc’h !

3. — Jezuz-Krist. — Aliez ann den a vez mall braz gant-han, va map, kaout ar pez en deuz c’hoant. Pa en deuz bet hervez he c’hoant, siouaz d’ezhan, ann den a zistro diwar he venoz, o veza ne oufe he galoun en em staga pell amzer oc’h netra e-bed : breman eo douget d’ann dra-man, ha bremaik d’ann dra-hont. Ne d-eo ket eta eunn nebeud a dra en em zilezel he-unan, ha pa ve zoken enn traou ar re zistera.

4. — Mar teu d’en em zilezel he-unan, ann den a ia e gwirionez war

gresk er mad ; ann den en em zilez he--

10**