Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/360

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
346
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

sempl ma’z omp, ma ne zeuit ket, Aotrou, da rei skoaz ha nerz d’e-omp ? Ne d-omp netra-ac’hanomp hon-unan. E Doue ema hon holl nerz ; pedomp Doue gant fisians, pedomp Doue heb ehana. Sevel a ra d’ann env peden ann hini zo izel he galoun. Savomp hon daoulagad etrezek ar menez euz a beleac’h e teuio nerz d’e-omp. Aotrou, va Doue, c’houi a zo va zilvidigez ; ouz-hoc’h em euz klemmet noz-deiz : ann den sempl-ze en deuz klemmet, ha neuze ann Aotrou en deuz klevet anezhan ; he ziboaniet en deuz e-kreiz he holl boaniou. Ra vezo binniget ann Aotrou Doue, o veza m’en deuz klevet ouz va feden ! Ann Aotrou a zo va nerz, hen eo am difenn ; va c’haloun e deuz bet fisians enn-han, ha Doue en deuz roet aluzen d’in, ha va c’horf a zo deuet gwell-oc’h-well ; meuli a rinn ann Aotrou a greiz va c’haloun. Va eskern holl a lavaro : Aotrou, piou a zo hevel ouz-hoc’h ?.




NAVED KENTEL HA TREGONT.


Arabad eo d’ann den en em rei da draou ar bed ha beza mall gant-han.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, list atao etre va daouarn kement tra hoc’h euz ; pa vezo deuet ann amzer, me a