Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/352

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
340
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

e vezinn barnet gan-e-hoc’h, pe e vezinn barnet gant den all e-bed, eme ann Abostol sant Paol, d’ar bobl a Gorinth ; ne gredann ket en em varn va-unan ; ann hini a varn ac’hanoun eo ann Aotrou Doue. Na varnit ket eta kent ann amzer, ken na zeuio ann Aotrou ; hen eo a skleraio ar pez a zo kuzet enn amc’houlou ; diskouez anat a raio menosiou ar galoun ; ha neuze pep-hini en devezo digant Doue ar meuleudiou a zo d’ezhan da gaout.




SEIZVED KENTEL HA TREGONT.


Red eo d’ann den en em zilezel a-grenn he-unan, mar fell d’ezhan kaout ar gwir frankiz a galoun.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, en em zilezit hoc’h-unan hag e kavot ac’hanoun. Na c’hoantait netra, n’ho pezet pers e nep tra, ha neuze ez eot atao war gresk er mad. Rak dont a rai d’e-hoc’h brasoc’h grasou, kerkent ha ma reot ar pez a blij gant Doue, hep derc’hel netra enn tu diouz-hoc’h.

2. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, ped gweach e tleann-me en em lakaat etre ho taouarn ? E petra e tleann-me en em zilezel va-unan ?