Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
341
III LEVR. — XXXVII KENTEL.


3. — Jezuz-Krist. — E pep tra hag e peb amzer, enn traou bihan ker kouls hag er re vraz, hep ma ve tra enn tu diouz-hoc’h ; me a fell d’in e vec’h distag a-grenn dioc’h kement tra zo. Penaoz ec’h hellfac’h-hu beza d’in ha me d’e-hoc’h, ma ne zeuit da zilezel pep tra enn diabars hag enn diaveaz, pep tra nemet ar pez a blij gant Doue. Seul gentoc’h ma reot ann dra-ze, seul vrasoc’h a ze e vezo peoc’h hoc’h ene ; seul vui en em zilezot hoc’h-unan e leal, seul vui a ze e plijot d’in, seul vui ivez a vad a zeuio d’e-hoc’h.

4. — Tud zo ha p’en em lekeont etre va daouarn nemet e traou zo. O veza n’ho deuz ket lekeat ho holl fisians e Doue, ar re-ze zo gwall stag ouz ho zra ho-unan. Darn all en em ro holl d’in da genta ; da c’houde avad, kenta ma stag out-ho ann distera temptasion, setu e tistroont d’ho fleg ho-unan adarre. Evit se eo ne d-eont nemeur war gresk er mad.

Ar re-ze n’ho devezo biken gwir frankiz eur galoun c’hlann, biken ive ne vezint galvet da gaout va c’harantez-me,