Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/340

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

dilezet, ne lavar ken nemet ar ger-man, a zo a-walc’h evit-han : Fisians am euz bet enn-hoc’h, Aotrou, va Doue, ne vezinn ket goloet o vez da viken.




PEDERVED KENTEL HA TREGONT.


Nep piou-bennag zo mignoun da Zoue a gar anezhan e pep tra ha dreist kement zo.


1. — Ann ene mad. — Setu ema gan-en va Doue ha va holl vad ! Petra a fell d’in-me oc’h-penn ? Petra a hellann-me da c’hoantaat hag a ve gwelloc’h evid-oun ?

Setu ema gan-en va Doue ha va holl vad ! Peger mad ha peger c’houek eo ar c’homziou-ze evit ann hini a gar Doue ha ne gar ket ar bed na kement zo enn-han ! Ar c’homziou-ze a zo a-walc’h evit ann hini a oar ho c’hlevet, hag ann hini en deuz ar gwir garantez a zo eunn dudi evit-han ho lavaret aliez.

Pa vezit enn hon touez, va Doue, pep tra a zo c’houek ; pa ne vezit ket, pep tra a zo c’houero. Dre-z-hoc’h ar galoun zo