Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
327
III LEVR. — XXXIII KENTEL.


EVIT HOR C’HELENN.


Spered ann den a zeu hag a ia, ne ehan tamm ; hevel oc’h he spered eo he galoun. Kement-se holl, siouaz, kaer hon euz a-wechou, a zeu a berz temptasionou a rankomp stourm out-ho, pe a berz poaniou a zo red d’eomp da c’houzanv, pe a berz kroaziou a dleomp da zougen gant eur galoun izel. Dre-ze eta ez eo red e poanfemp hep paouez evit ma vezo glann lagad ann ene ; hen ober a raimp mar karomp, kredit se. Anez e kouezfemp buhan er pec’hed pe enn enkrez, pe marteze, siouaz, er pec’hed hag enn enkrez war-eunn-dro. Ann hini a fell d’ezhan a greiz he galoun beza da Zoue, da Zoue hep-ken, n’ema ket enn aoun rak taoliou ann ifern, o veza ma oar ne oufe beza trec’het keit ha ma roio Doue nerz d’ezhan. Ne vez ket e drouk out-han he-unan, gwelet a ra peger sempl eo, en em veuli a ra enn abek d’he boaniou, evel ann Abostol sant Paol, o veza ma kresk dre-ze ar feiz hag ar furnez enn-han, hag o veza ma vezo brasoc’h he c’hopr, mar bez treac’h. Mar tigas Doue enkresiou d’ezhan, ec’h en em izela, ec’h anavez ne dal ket e ve frealzet, ha neuze e pok a vriad ha gant karantez d’ar groaz a zo lekeat dira-z-han. Choum a ra sioul war he groaz ; pa vez enn anken, er boan, pa vez