N’ho pezet ket mez o servicha ar re all enn hano Jezuz-Krist ; n’ho pezet ket mez mar d-oc’h paour er bed-ma. N’en em fisiit ket enn-hoc’h hoc’h-unan, likit ho fisians e Doue hep-ken. Grit ar pez a hellit, hag e vezo Doue enn eunn tu gan-e-hoc’h.
2. — N’en em fisiit ket enn ho kwiziegez nag e skiant den e-bed ; kentoc’h e tleit lakaat ho fisians e gras Doue, rak hen eo a gennerz ar re zister hag a izela ar re ho deuz re vraz fisians enn-ho ho-unan. N’en em veulit ket evit ho madou mar hoc’h euz kalz anezho ; n’en em veulit ket evit ho mignouned dre ma’z int gallouduz ; en em veulit e Doue a ro pep tra hag a c’hoanta en em rei he-unan dreist pep tra.
Na veulit ket re ho nerz nag ho kened, rak ann distera klenved a dorr nerz ann den hag a ziskar he c’hened. N’en em blijit ket enn-hoc’h hoc’h-unan enn abek d’ho kwiziegez ha d’ho spered, gant aoun na zisplisfac’h da Zoue ; d’ezhan eo kement tra vad a zo enn-hoc’h.
3. — N’en em brizit ket gwelloc’h evit ar re all, gant aoun na vec’h kavet fal-