Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

loc’h evit-ho gant Doue a oar petra zo e pep-hini ac’hanomp. N’en em c’houezit ket enn abek d’hoc’h oberiou mad ; rak barnedigesiou Doue a zo dishevel dioc’h barnedigesiou ann dud ; ar pez a blij d’ann dud a zisplij aliez da Zoue. Mar d-euz eunn dra-bennag a vad enn-hoc’h, kredi a dleit ez euz muioc’h c’hoaz er re all, evit ma choumot izel a galoun. Ne noazo ket ouz-hoc’h en em lakaat izeloc’h eget ann holl ; hogen noazuz-braz e ve d’e-hoc’h en em lakaat ha pa ne ve nemet dreist eunn den hep-ken. Ann hini a zo izel he galoun, a zo atao ar peoc’h gant-han ; ann den rok hag huel, hen-nez a vad a zo bepred drouk enn-han ha gwarisi eun he galoun.


EVIT HOR C’HELENN.


Pa zeller piz oc’h ann den, pa weler pegen dinerz, pegen toc’hor eo, pa weler ar poaniou o lammet out-han a bep tu, pa weler tevalijen he spered, pa weler pegen douget eo d’ann drouk a vianik, ez oar souezet oc’h he welet, ha pa ve nemet eur weach hep-ken, oc’h en em veuli he-unan. Ha koulskoude, evel-se e c’hoarvez peurliesa gant ann dud, ken displet int ! Enn