Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
314
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

klanv ha toc’hor ; ne ouzont ket ne d-eo ket ann den, dre’nn abek-ze, evit kaout ar gwir euruzded. Ne ouzont ket ez eo ann Doue mad a zigas ar poaniou a ra d’ezho klemm ; ne ouzont ket e tigas ar poaniou-ze da barea ho ene. A-ioul ec’h oufent ive ne d-euz euruzded e-bed war ann douar, n’euz peoc’h e-bed nemet oc’h en em rei holl da Zoue gant fisians ha gant karantez. Setu perak ar roue David a lavar ken aliez a weach ar beden-man : Ho pezet truez ouz-in, Aotrou Doue, o veza ma’z ounn klanv ; plijet gan-e-hoc’h parea ac’hanoun, rak ann drouk a zo eat beteg em eskern. Pareit va ene, c’houi a bare hon holl glenvejou.

Dre-ze e welomp ez eo red d’e-omp, hed ar vuez-man, gouzanv hor poaniou bep klemm e-bed, ober a galoun vad, e-kreiz tevalijen ar spered ha poaniou ar galoun, ar pez a fell da Zoue a ve great. Goude-ze hor bezo hep dale ar gwir vuez, ar peoc’h hag al levenez a bado da viken ; neuze c’hoaz hor bezo ar gwir euruzded, enn eur welet Doue dira-z-omp e-c’hiz m’ema.


————