Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313
III LEVR. — XXX KENTEL.

c’haset, bez’ ez eo evit dougen frouez e-leiz enn eur c’houzanv ho foaniou a galoun vad. Ho pezet sonj, va map, euz ar c’homziou-man a lavarann d’e-hoc’h.


EVIT HOR C’HELENN.


Penaoz-bennag ec’h oufe ann dud n’emint war ann douar nemet evel tremenidi, evelato ez int douget dreist-penn d’en em staga ouz ar vuez-man, hag hi ker berr ; evelato ez int douget da brizout ann traou dioc’h ma kav d’ezho ez int mad pe fall. Bez’ e fell d’ezho beza euruz e-c’hiz pe c’hiz ha, gwasa zo, breman dioc’h-tu. Ann euruzded a glaskont n’ema ket e-touez ann dud, ne hell ket beza war ann douar. Fazia a reont, siouaz d’ezho ! Darn a gred ema ann euruzded e plijaduresiou hag e madou ar bed, ha goude klask anezho, e welont ne d-euz er bed nemet avel ha moged ha poan spered ; neuze e welont ive n’en deuz ann den netra oc’h-penn, evit-han da ober labouriou tenn ha kalet dindan ann heol. Oc’h anaout ne d-eo netra ar madou-ze, darn all a dro war-zu Doue. Eur c’hoant braz ho deuz ive da veza euruz a-vreman, ha dre-ze en em nec’hi, en em glemm a reont pa lam Doue he c’hrasou digant-ho, pe pa zigas d’ezho poaniou ha temptasionou. Ne ouzont ket

ez eo stad ann den war ann douar beza

9**