tiaezet evit eur pennad-bennag, pe dre’n abek m’am euz lamet digan-e-noc’h va frealzidigez ; rak dre ann hent-ze eo ez eer da rouantelez ann envou. Evid-hoc’h-hu hag evit va servicherien all ez eo talvoudekoc’h gouzanv eur boan-bennag eget ne d-eo kaout pep tra dioc’h ho c’hoant.
Me a oar petra zo e diabars ho kaloun, me a oar ive ez eo talvoudek evit ho silvidigez ho pe diouer ac’hanoun eur weach-bennag, gant aoun na zeufac’h d’en em c’houeza re, mar teufe pep tra da vad gan-e-hoc’h ; gant aoun na zeufac’h d’en em blijout re enn-hoc’h hoc’h-unan, o kredi ez oc’h ar pez ne d-oc’h ket.
5. — Lemel a hellann ann traou am euz roet d’e-hoc’h ha rei anezho d’e-hoc’h adarre pa blij gan-en. Ar pez a roann a zo d’in ; mar teuann d’he lemel digan-e-hoc’h, ne gemerann seurt euz ho tra, rak digan-en-me eo e teu kement tra a zo roet d’e-hoc’h hag ive ar mad dreist pep mad.
Mar tigasann a-wechou d’e-hoc’h eur boan-bennag pe eunn enebiez-bennag,