Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/322

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310.
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

d-eo ket kre c’hoaz he ene, dre ma pleg ken eaz da droidellou ann aerouant.

Rak ne ra fors ann drouk-spered e pe c’hiz e vezimp touellet, e pe c’hiz e raio d’e-omp fazia, pe gant traou gwir, pe dre sonjezonou goullo ; ne ra fors e pe c’hiz e lakai ac’hanomp da goueza, pe dre eur garantez vraz evit traou ar bed, pe dre ar spount euz ann traou da zont. Arabad eo eta e ve ho kaloun enn enkrez hag enn aoun. Kredit enn-oun ha likit ho fisians efn zrugarez.

Pa gredit emoc’h pell diouz-in, neuze aliez eo emoun tosta d’e-hoc’h ; pa gav d’e-hoc’h ez eo kollet pep tra, neuze aliez eo e tosta ann amzer da greski mad hoc’h ene.

Na gredit ket e ve kollet pep tra pa c’hoarvez eunn dra-bennag a-enep d’e-hoc’h. Arabad eo d’e-hoc’h gwelet ann traou dioc’h ma kredit ez int, nag en em rei d’ann doan, n’euz fors a be leac’h-bennag e teu, e-c’hiz na ve mui evid-hoc’h tu e-bed d’en em denna euz ar stad-ze.

4. — Na gredit ket e vec’h dilezet a-grenn gan-en dre’n abek m’am euz ho