skoaz d’in, rak petra a oufenn-me da ober, paour evel ma’z ounn ? Da be leac’h ez afenn-me hep-z-hoc’h ? Enn dro-man c’hoaz, Aotrou, grit ma c’houzanvinn hep klemm ; skoazit ac’hanoun, ha n’em bezo aonn e-bed, peger braz-bennag ec’h hellfe beza va enkrez.
2. — Breman, va Doue, na petra livirinn-me d’e hoc’h e-kreiz va foaniou ? Ra vezo great, Aotrou, ar pez a fell d’e-hoc’h. Gant gwir abek eo ez ounn-me bet enkrezet ha kastizet ; red eo eta e c’houzanvfenn va foaniou. Plijet gant Doue e c’houzanvfenn anezho heb en em glemm, ken na vezo tremenet ar barr-amzer ha ma vezo deuet ann amzer gaer.
Ho tourn holl-c’halloudek a hell kas ann demptasion-man diouz-in, pe dihana terri ann nerz anezhi, evit na vezinn ket trec’het a-grenn gant-hi. Er c’hiz-ze eo hoc’h euz great ken aliez gweach em c’henver-me, va Doue ; c’houi zo va zrugarez. Ann dra-ze a zo ken diez d’in da ober ha ma’z eo eaz d’e-hoc’h-hu, Doue Uc’hel-meurbed, lakaat ann drouk da veza mad evid-oun.